Pu Songling

Pu Songling

Pu Songling, e sinaeg 蒲松齡, bet ganet d'ar 5 a viz Mezheven 1640 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz C'hwevrer 1715 oa ur skrivagner sinaat eus mare an tierniezh Qing anavezet dreist-holl evel aozer Strange Stories from a Chinese Studio hervez titl an droidigezh saoznek.

Pu oa bet ganet en ur familh kenwerzhourien baour eus pastell-vro Zichuan (淄, bremañ Zibo, Shandong). D'an oad a 18 vloaz e tapas al live a Xiucai en arnodennoù evit bezañ kargad stad. N'eo nemet da 71 vloaz e voe roet dezhañ al live a Gongsheng muioc'h abalamour d'e labour war dachenn al lennegezh eget evit bezañ tremenet un arnodenn impalaerel.

Kelenner prevez e voe e-pad brasañ lodenn e vuhez. Dastum a reas danvez ar c'hontadennoù a voe embannet en dastumad Strange Stories from a Chinese Studio e 1740. Gouizieien zo a soñj ez eo eñ aozer ar romant Xingshi Yinyuan Zhuan bet skrivet e sinaeg poblek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy